Chicago a zo ur strollad sonerien stadunanat, krouet e 1967 e Chicago (Illinois, Stadoù-Unanet Amerika) gant
ar gitarour Terry Kath (1946-1978),
ar c'haner Robert Lamm (1944-),
an trompilher Lee Loughnane (1946-),
an tromboner James Pankow (1947-),
ar saksofoner Walter Parazaider (1945-)
hag an tabouliner Danny Seraphine (1948-).
Embannet e voe e albom kentañ — Chicago Transit Authority an titl anezhañ — e miz Ebrel 1969, ennañ kanaouennoù hag a reas berzh bras, Questions 67 and 68 hag I'm a Man[1] en o zouez.